| ....................... | |||
| PAGE 1 | |||
| ..... | |||
|
Ur vuhez divoutin 'peus bet betek-hen. Tremen ag ar vicher apotiker d'an hini soner, ne vez ket graet get an holl. Ha diaes eo bet ? |
Perak monet get ar so-nerezh elektro ? Penaos 'peus desket gober get ar machinoù ? | ||
| N'eo ket fentus chanch micher en amzer-man. Atav 'm eus klasket rein "ar yec'hed" d'an dud : da gentan get louzoù ha breman get sonerezh ! Ar memes efedoù a c'hell donet ag an daou, d'am sonj, keta ? ... | Get machinoù me a zo "otodidakt". Desket em eus sonerezh get tud kozh hag ivez er " c'honservatoér ". Pa vez ana-vet ar sonerezh emañ aesoc'h labourat get un " interfas " nevez. Kroget em eus get ar sonerezh elektronek a-c'houde gwerso, da gentan get un urzhiataer Atari, ha pa oa nevez ar sonerezh-se. | ||
| Soniñ a raec'h daou--ha-daou a-c'houde pell evit ar blijadur. Petra en deus ho proudet da zilezel hoc'h apotikerezh ha d'ober ho micher get ar sonerezh ? |
Publikoù disheñvel a vez tizhet genoc'h ? Peseurt re ? Sonet em eus evit ur bo-chad seurtoù tud : tud hag a vourr bras get sonerezh hengounel, mes ivez tud hag a vourr get world music, pe muzik elektronek. Get sikour ar sonerezh-se emañ posibl lakaat ar yezh e-barzh skouarnoù hevez ! Sonet em eus kalz e broioù estren ivez (Brazil, Viet-Nam, Kanada ) |
||
| Bez 'zo un hours da bep tra. Ha pa oan-me yaouank, me 'ouie ne oa ket posupl gounit ma boued get ar sonerezh. Ha breman eo chañchet an traoù e-mesk an dud. Emañ posibl bevin ha ka-vet plijadur àr un dro. Me 'ra ur c'heiaj etrehe ! | |||
![]() |
|||
| PAGE 2 | |||
| Ha plijet a ra deoc'h ho lesanv elektro-sha-man ? | |||
| Me 'soñj din e komz an anv-se a-ziàr ma buhez dre ar sonerezh, mes ivez a-ziàr ma anaoudegezh ag ar medesinerezh, ar brederouriezh em eus desket e-pad blèziadoù ha bleziadoù | |||
| Perak 'peus choajet da labourat get ur bagad ? Perak hini Lokoal - Mendon ? | En ho kanaouennoù e vez klevet komzoù shamanek e gwenedeg uhel kozh a-walc'h. Penaos, hag e-menn 'peus o dastumet ? | ||
| Plijadur vras eo labourat get ur bagad. Gellet em eus sevel kempennadu-rioù nevez ha gwell eo genin eskemm get tud ail. Choajet em eus Lokoal -Mendon pandeogwir eh eus tud er strollad hag a vourran bras. Oc'hpenn -se e komprenont ma sonerezh anezhe. Klask a reont àr-Ierc'h ar " groove " er memes mod genin. Ur strollad ag ar choaj eo, trugarez dezhe. | Desket em eus ur bochad traoù get ma zad, ha get ma zud dre vras. Ha ka-vet em eus " grimoirioù " ha levrioù ivez. | ||
| Petra a zedenn ahanoc'h en testennoù-se ? | |||
| Plijet a ra din kalz kanin ha lâret an testennoù-se. N'on ket-me dedennet, pas. Ma buhez eo. Me a ra ur seurt liamm etre ar sonerezh hag ar c'hrenn-lavarioù, an troioù-Iavar am eus desket. .. | |||
![]() |
|||
| Ho yezh-vamm eo ar brezhoneg ? Penàos 'peus desket ? | |||
| Ha pa oan-me yaouank, ma zud-me a gomze brezhoneg etrehe evit miret doc'hin-me a gompren ! Desket em eus ar sonerezh hag ar yezh 'e-se. | |||
| PAGE 3 |
|
||
| Raktresoù kenlabour all ' peus ? | |||
| Esperin a ran kendalc'hin da labourat get Bagad Lokoal ha get sonerion am eus rañkontret e broioù all ivez. | |||
| Petra a blij deoc'h go-ber en diavaez d'ar nerezh? | Dirak petra e vezit ba-met? | ||
| Lenn, diviziñ get tud, beajin, skrivin, labourat er-maez .. | Bemdez e vezan bamet get traoù eéun : kaout ur yec'hed mat, bout em sav, bevin e Breizh ... | ||
| Get piv 'pehe c'hoant d'en em gavout war al leurenn ? | Peseurt donezon ' pehe bet c'hoant da gaout ? | ||
| . Bout àr ar leurenn a zo din-me ur blijadur dija. N'am eus ketioulegezh ebet. | Me 'zo koutant get an traoù 'm eus bet dija. ... | ||
| Peseurt levr a yahe ge-noc'h àr un enezenn di-dud ? | Da beseurt goulenn 'pehe c'hoant da res-pont " Ya ! " | ||
| La crise du monde moderne get René Guénon. | " Mat eo an traoù ge-noc'h ? " Koutant e ve-hen da respont " Ya ! " bemdez! | ||
| Fotoiéù : Philippe PRADEL | Genver 2006, Gwenael Dage eit er gazetenn "YA" | ||
| < HOME | |||